Abstes Breizh 2024
Azezoù bloaziek ar sevenadur en treuzkemm ekologel ha sokial e Breizh
D’ar Yaou 5 a viz Gwengolo 2024 en Tric'horn – Kêr an dañs e Roazhon
Abstes Breizh : emgavioù rannvroel kinniget gant Kenstroll ar festivalioù, gant skoazell Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel, Rannvro Breizh ha gant kenlabour ar rouedadoù sevenadurel e Breizh.
Pal an Abstes eo bodañ an obererien·ezed sevenadurel vreizhat en-dro d’an treuzkemmoù. E-pad an devezh-se e c’hallo ar berzhidi kompren an dalc’h-se, kaozeal diwar e benn, ha mont pelloc’h gantañ en o labour.
Fellout a ra da Abstes Breizh harpañ sevel ur strategiezh evit cheñchamant ekologel ha sokial ar bed sevenadurel e Breizh dre ur c’henlabour demokratel.
Pal an abadenn vloaziek-se eo dont da vezañ ul lec’h eskemm hag emgav etre an arzoù a bep seurt, etre ar frammoù a bep seurt, hag etre an obererien·ezed a bep seurt.
Digoust eo an Abstes ha digor d’an holl obererien hag obererezed sevenadurel breizhat (gopridi pad pe get, tud a-youl vat, dilennidi ha gwazourien ar strollegezhioù).
Programm
Diouzh ar mintin
8e45 : degemer
9e30 : Lid-digeriñ an Abstes
10e - 13e : lan atalieroù
Gant an atalieroù e vo pedet ar berzhidi d’ober anaoudegezh gant un tem pe un dalc’h resis, dre distroioù skiant-prenet ha dre brezegennoù gant arbennigourien. Goude-se e vo lakaet ar mennozhioù-se e pleustr, evit arnodiñ ha prederiañ a-stroll war doareoù da wellaat pe da ziskoulmañ an traoù.
Un atalier da zibab
Muioc’h-mui e vez implijet an niverel sevenadurel abaoe ar c’henfinadur. An niverel a ya d’ober 3 pe 4 % eus an dilaoskadennoù gazoù efed ti-gwer (GET) er bed, ha bep bloaz e kresk ar beveziñ a-gaoz d’an niverel (mentad roadennoù, termenelloù, h.a.). Se zo kaoz e tle an aozadurioù sevenadurel adwelet o strategiezhioù neveziñ teknologel. Ret eo deomp en em soñjal war ar c’hementad a danvezioù naturel bevezet ganeomp.
Penaos e c’hall an dud a labour e bed ar sevenadur kavout a-stroll ur respont d’ar goulenn bras-mañ : penaos implijout an teknologiezhioù niverel gant poell evit ma c’hallo ar gennad sevenadurel tremen dreist ar skoilhoù, er mare-mañ ma tle mont gant ar cheñchamantoù sokial hag endroel ?
Atalier kaset en-dro gant Camille Pène, Les Augures.
Gant
• Philippe Denis, den-dave atalierLab, rouedad mediaouegoù an Oriant,
• Estelle Soleillant Trehin, Penn raktres neveziñ niverel e Meurgêr Roazhon.
Er blegenn m’emaomp, gant enkadenn an hin hag an energiezh, eo ret-groñs adsoñjal an implij eus ar savadurioù sevenadurel evit ober ar pezh a zo rekis evit gwareziñ an endro ha war ar memes tro kenderc’hel da zegemer diouzh ar gwellañ an dud, ar skipailhoù hag an oberoù. Diazezet eo ar preder-se war meur a ahel pouezus. Derc’hel a ra kont eus ar sobrentez energiezh, eus an Dizagn energetek® hag eus emdroadur an implijoù. En em soñjal a raimp war ar c’henlabour strizh a zo ezhomm da skoulmañ etre an obererien sevenadurel, an disavourien, ar gêraozourien hag ar c’humuniezhoù evit sevel diskoulmoù nevezus ha padus.
Atalier kaset en-dro gant Romain Boullot, kenurzhier Bretagne Musées.
Gant :
• Raphaël Bezaud, den-dave evit an energiezh e Saumur Val de Loire Tolpad,
• Ronan Mattheyses, rener teknikel Ar wagenn nevez e Sant Maloù,
• Nathalie Gibot ha Fanny Perrier, ALEC Bro Roazhon
Dre emelloù arbennigourien·ezed, kaozeadennoù digor hag atalieroù e kompreno ar berzhidi penaos e c’hall an ekoempentiñ hag al Low-Tech reiñ lañs d’an neveziñ, d’ar c’hrouiñ ha d’ar c’henlabour war meur a dachenn, dreist-holl war hini an arzoù hag hini ar sevenadur.
Atalier kaset en-dro gant
• Antoine Brun , Art contemporain Bretagne,
• Virginie Seguinaud, Slowfest.
Gant :
• Manon Penel, Slowfest,
• Clément Chabot, ken diazezer Low Tech Lab,
• Marine Ciana, La Petite Populaire – diskoulm sonerezh Low Tech,
• Alexandra Legros, La Volumerie,
• Edgar Flauw, treser / arzour.
Perak ha penaos treuzfurmiñ e aozadur diouzh bevennoù hor planedenn ?
Sachet e vo evezh ar berzhidi war an ezhomm da gemer boazioù nevez evit ma vo padus o obererezhioù : studiet e vo da gentañ ar riskloù liammet ouzh an endro ha da c’houde an oberoù dizarbenn.
Atalier kaset en-dro gant Cyril Delfosse, stummer-kuzulier er Bureau des acclimatations.
Strivoù bras zo bet graet er bloavezhioù diwezhañ evit digarbonañ bed ar sevenadur. Rak un dalc’h pouezusoc’h-pouezusañ eo ar stourm ouzh digresk ar vevliesseurted ha digresk an niver a voudoù bev hag ouzh dreistkorvoiñ an danvezioù naturel. Savet eo bet an atalier-mañ evit lakaat ac’hanomp da gejañ gant meur a oberour engouestlet, d’ober traoù asambles, da anavezout an diaesterioù dibar d’hon tachenn labour, ha da gavout respontoù fetis evit termenañ roll an obererien·ezed sevenadurel.
Atalier kaset en-dro gant Maryline Lair, renerez Kenstroll ar festivalioù.
Gant :
• Marguerite Courtel, Les Augures,
• Maud Bernard, kargad a gefridi – takadoù naturel, Ajañs Breizh ar Vevliesseurted,
• Benoît Bronique, kenurzhier kevreadel FNE-Breizh,
• Printemps Bruyant (da gadarnaat),
• Laurence Lafiteau, stummerez ha kannaderez Ecoprod (da gadarnaat).
Banvezioù keodedel, prenañ pourvezioù ar festivalioù er c’hornad, disko soubenn… Ouzhpenn kemer boued eo debriñ. An dra-se en deus efedoù war an endro, ar gevredigezh, ar sevenadur hag an armerzh. Abaoe ar bloavezhioù 2000 eo cheñchet ar mod da brenañ boued. Ur roll pouezus-bras o deus an tiriadoù hiziv evit bodañ obererien chadenn ar boued : produerien, bevezerien, treuzfurmerien, dilennidi, ingalerien…
Penaos kaout ur sell hollek war ar boued en hor c’horn-bro ? Penaos unaniñ an obererien en-dro da doareoù padus ? Penaos broudañ un treuzkemm agroekologel diwar boued ar vro?
Gant an atalier-mañ e vo kinniget un doare sistemek da blediñ gant al labour-douar hag ar boued, diwar testenioù hag a ziskouezo penaos cheñch boazioù, abalamour deoc’h da grediñ ober memes tra e liamm gant ho korn-bro.
Atalier kaset en-dro gant Blaise Berger, skoazeller raktresoù er c’habined studi Terralim
Gant
• Fabris Trehorel, prezidant Douar den,
• Emilien Mondher, Feurm an derv bras, produer Pie Noire Bretonne ha treuzfurmer produioù laezhennerien,
• Camille Abt, renerez OCTAV,
• Thierry Nicolas, eilmaer evit an endro bevan hag ar fiñvusted, ti-kêr Lanvallay (22).
E-pad an atalier-mañ e klaskimp gouzout hag-eñ e tle / e c’hall bed ar sevenadur bezañ ul lec’h skouer evit ar c’hendivizoù hag an oberoù, abalamour da gemer perzh er c’hendiviz demokratel koulz ha d’en em unaniñ gant ar stourmoù a-fet an endro / ar gevredigezh er vro.
Atalier kaset en-dro gant Olympia Roumier, kargadez buheziñ e Bretagne Tiers-Lieux ha Marie Lebarbier, Réseau Hybrides.
Gant :
• Aleksandra Dergacova ha Paul Meigne – Kenbrezidant·ez Bascule Argoat,
• Juliette Rousseau – skrivagnerez, embannerez, troourez, stourmerez benelour hag ekologourez.
13e - 14e30 : Ehan kreisteiz
Ur mare kaozeal etre obererezed eus ar c’horn-bro.
Aozadur an Abstes Breizh a ginnig deoc’h ur servij tinellerezh biologel, plant ha hep dilerc’h ebet (digor-pred, plad, fourmaj ha dibenn-pred).
Diret eo ar pourchas-se ha prizioù kengret a vez graet gantañ.
Digor e chom ar greizenn-debriñ d’an holl.
Diwallit : Tost an Tric’horn n’eman ket diskoulm reneveziñ ebet. Ma n’hoc’h eus ket dibabet hor c’hinnig, soñjit rakwelet ho predoù.
Treter : Poivre et Zeste.
Goude merenn
14e30- 16e : ar fokusoù tematek
Gant ar fokusoù tematek e vo kinniget oberoù, diskoulmoù ha dalc’hoù nevez liammet ouzh treuzkemm bed ar sevenadur. E-pad un eur hanter e c’hallo an dud deskiñ traoù war ar c’hrafoù-se.
Ur fokus da zibab
Pinvidik eo an ekologiezh e Breizh gant hec’h istor, savet diwar stourmoù (Plogo, Kernitron-al-Lann, h.a.) ha taolioù fall (lanvioù du, bezhin glas…). Gallet he deus en em staliañ war an tiriad, en em binvidikaat gant nerzh identelezh ha sevenadur Breizh, met ivez brudañ ha stummañ sevenadurioù Breizh. Pal ar fokus-se, dre un distro istorel ha testenioù a-berzh aktourien, a vo studiañ al liammoù etre ar sevenadur hag an ekologiezh e Breizh : penaos en deus sevenadur Breizh skoazellet ha levezonet al luskadoù endroel ? petra eo bet perzh ar glad evit brudañ an diorren padus ha doujus ouzh an endro ?
Fokus buhezet gant Tudi Kernalegenn, rener BCD/Sevenadurioù
Gant :
• Gérard Borvon, stourmer evit an endro ha brudañ ar skiantoù,
• François de Beaulieu, bet sekretour-meur Breizh vev,
• Denez L’Hostis, prezidant a enor France Nature Environnement.
Eus an daveoù karbon d’ar binvioù emdiagnostik en ur dremen dre ar skoazell difer : penaos e tle an obererien sevenadurel en em zerc’hel evit sevel ur strategiezh hag ur steuñv ober hag a vihanao efedoù o labour war an endro ?
Ur fokus kaset en-dro gant Angèle Guitton, Aesaerez & Kuzulierez war an Treuzkemm ekologel ha sokial
Gant :
• Mathieu Delahousse, FlyingSecoya,
• Eloïse Rolland, Arviva – Arts vivants / Art durable,
• Matthieu Terreaux-Canova, Ekodev,
• Chloé Paillotin, melestrerez en Armada Productions,
• Maxime Gueudet, kargad a gefridi evit treuzfurmiñ ekologel ar c’hrouiñ e DGCA.
Abaoe un nebeud bloavezhioù e weler un emdroadur er skipailhoù sevenadurel : ezhomm zo eus micherioù nevez koulz hag eus barregezhioù nevez. Gant an treuzkemmoù e tleomp en em soñjal war hon doareoù labourat hag ober, war hor jestroù micherel ha war hor boazioù hiniennel ha stroll. Gant ar fokus-mañ e vo kinniget deoc’h ar studiadennoù hag an danvezioù a c’hallit kaout war an danvez-se.
Focus kaset en-dro gant Julien Pion, kenurzhier Supermab.
Gant :
Maryline Lair, renerez Kenstroll ar festivalioù,
Laure Armand d’Hérouville, kuzulierez mirdi ha raktresoù skiantel ha sevenadurel.
Kinnig a raimp ar raktres Festivalioù o fiñval deoc’h. Ur chanter 3 bloaz eo, bodet gantañ 50 festival hag a glask digreskiñ efedoù fiñvusted hon arvesterien hag hor skipailhoù war an endro. Rannet eo al labour-se e 3 fazenn :
- – ur studiadenn vras e Frañs war fiñvusted an dud hag ar skipailhoù, kaset da benn gant Sociotopie, ar gevelouri enklask war ar skiantoù sokial arveret (2023) ;
- – daou goulzad (2024 – 2025) er festivalioù evit arnodiñ ar marc’hoù-houarn, ar c’henweturañ, an treuzdougen boutin hag an doare da sachañ evezh an dud ;
- – ur prantad ma vo lakaet an disoc’hoù hag ar boazioù mat war wel.
Fokus kaset en-dro gant Elsa Rouland, kargadez a raktresoù diorren padus evit Kenstroll ar festivalioù.
Gant Carol Meyer, renerez ar festival Art Rock.
Abalamour d’ar gwask war an endro a gresk, ret eo da holl c’hennadoù ar gevredigezh kemer perzh en treuzkemm war-zu un dazont padus.
Graet eo an daol-grenn-mañ evit studiañ ar strategiezhioù da harpañ ar politikerezhioù sevenadurel e meur a dachenn eus un tiriad.
Penaos sikour ar gennad sevenadurel da lakaat pennaennoù ar badusted en o labour?
Gant :
• Anne BOUBILA, Kargadenn gefridi Gwirioù sevenadurel, Deskadurezh arzel ha sevenadurel ha Treuzkemm, Renerezh Sevenadur – Rannvro Breizh,
• Violaine Dano, Kargadez gefridi Treuzkemmoù ekologel, niverel ha kevredigezhel – RRAS Breizh,
• Rachel Fourmentin, renerez ar Sevenadur e Roazhon Kêr ha Meurgêr,
• Agnès Toullieux, eil pennsekretourez e Centre National du Cinéma et de l’image animée,
• Patricia Oudin, Penn raktres, Renerezh Sevenadur – Rannvro Nevez Akwitania
• Renerezh sevenadur departamant Aodoù-an-Arvor,
• Kreizenn vroadel ar sonerezh.
Penaos ober diouzh ma tizho ho kemennadennoù ar muiañ a arvesterien ar gwellañ ? Dav eo kehentiñ en ur mod aes da gompren hag ebarzhus ! Hag anavezout a rit mat an diforc’h etre an daou vod-se ?! Deuit d’ober anaoudegezh gant ar sokio-empentiñ, a zo unan eus 5 diazez ar c’hehentiñ atebek : diskouez a raimp deoc’h binvioù pleustrek, ur cheñchamant sell, hentennoù ha plegoù mat.
Fokus kaset en-dro gant Hélène Hubert, les Raisonnées
16e15 - 17e45 : hollad
An treuzkemmoù warc’hoazh, etre kendiviz ha kenlabour
Gant an treuzkemmoù sokial hag ekologel e c’houlennomp termeniñ en-dro. Ar plas en hor raktresoù micherel evit ar vuhez bev, ar c’hendiviz, ar perzh a gemer gant ar geodedourien, ar gwirioù sevenadurel hag hon ijinidi.
Ar gerioù hag ar mennozhioù-se zo da zispakañ, adsevel, adkrouiñ evit reiñ dezho un nerzh hag ur ster boutin hor madegezh sokial.
« Treuskemm” a vo kement ha treuzfurmiñ hon doareoù ober, hon jestroù micherel hag hon aozadurioù.
Ha pa vefe, evel ma lavare Lucie Sauvé : an diorren padus zo, a-raok pep tra, diorren kevredigezhioù padus hag atebek.
Emichañs e vo ar veaj-se a-stroll hag a-stroll!
Gant :
• Solweig Barbier, pennzileuriadez Arviva,
• Grégory Huchon, rener Cress Bretagne
• Maryline Lair, renerez Kenstroll ar festivalioù.
• Xavier Person, rener Levrioù ha lennadennoù e Breizh,
• Ivana Potelon, kenrenerez ar rouedad BRUDED
• Anaïs Roesch, klaskerez-dektorourez war sokiologiezh an arz e Pariz 1 Panthéon-Sorbonne ha luskerez an danevell « Décarbonons la Culture » e Shift Project.
Kaset en-dro gant Arnaud Wassmer.
17e45 - 19e : sinadur
Sinadur an kendivizad trifarzh etre an RRAS Breizh / Rannvro Breizh / Kenstroll ar festivalioù evit harpañ an treuzkemm hollek er gennad sevenadurel.
Gant Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Kuzul-rannvro Breizh, Philippe Gustin, Prefed-rannvro Breizh ha Emilie Audren, kenbrezidant kenstroll ar festivalioù.
Da-heul ar sinadur e vo ur c’hoktel plijus.
11e-15e30
Stand levrioù diwar-benn an treuzkemm ekologel ha sokial
gant L’Établi des mots, levrdi hollek, dizalc’h ha kevelouri (Roazhon)
Titouroù talvoudus
Penaos dont ?
An Tric’horn – Kêr an Dañs
Boulouard Yougoslavia, Roazhon
Pediñ a reomp ac’hanoc’h da vont d’an Tric’horn gant an doareoù treuzdougen padus, evit ma vefe ar bihanañ ar gwellañ efedoù an abadenn war an endro.
Eus diavaez Meurgêr Roazhon :
• Gant an tren : 15 munut gant ar metro adalek ar gar SNCF.
Sellit ouzh an eurioù e tiez-gar pennañ Breizh
• Gant ar bus rannvroel : 15 munut gant ar metro adalek gar ar c’hirri-boutin.
Empentet eo bet eurioù an abadenn evit ma c’hallo an dud dont gant ar bus pe gant an tren hag erruout betek 10e.
• Kenweturañ : kinnig ho peaj war bajenn Ouestgo.fr an abadennovoiturage.
Eus Roazhon hag he meurgêr :
• Gant an tren-buzhug :
Linenn A : Arsav Tric’horn – parklec’h eskemm (Ar Boderezh, Henri Fréville, Kennedy, Keryann Skol-veur)
Linenn B : cheñch evit mont gant al Linenn A en arsav Santez-Anna pe Garioù – parklec’h eskemm (Saozon – Via silva, Sant-Jakez – Gaîté, Les Gayeulles)
• Gant ar bus : arsav Tric’horn (Linennoù 13, 61 ha 161ex)
• War velo : kalz gwaregoù beloioù a c’haller kavout e-kichen an Tric’horn.
Enskrivadur
Digoust eo Abstes Breizh ha digor d’an holl obererien hag obererezed sevenadurel breizhat (gopridi pad pe get, tud a-youl vat, dilennidi ha gwazourien ar strollegezhioù).
Er bloaz-mañ, evit an dalc’h kentañ, hon eus divizet degemer daou zen d’ar muiañ dre framm, aozadur pe strollegezh. Trugarez en a-raok da zoujañ d’ar reolenn-se.
Un nebeud plasoù zo bet miret ivez evit studierien ar gennad sevenadurel. Kasit ur goulenn dre bostel (lucas.berrezaie@lecollectifdesfestivals.org), mar plij, en ur resisaat an atalieroù a garfec’h kemer perzh enno.
Gant an devezh-mañ e vez lakaet an obererien·ezed sevenadurel e darempred an eil re gant ar re all. Pediñ a reomp ac’hanoc’h da asantiñ skignañ ho taveennoù micherel, pa lakaoc’h hoc’h anv, evit magañ renabl an Abstes a vo lakaet enlinenn a-raok pell.